Arsa 'ta Rosignolig (Eh bien, petit rossignol)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Arsa 'ta Rosignolig (Eh bien, petit rossignol)

Chansons Bretonnes - Arsa 'ta Rosignolig (Eh bien, petit rossignol) Lyrics

Arsa 'ta, Rosignolig,
Na petra lâr ho kalon,
'Benn e chomit war ur bod
Da ganañ hoc'h-unan.

Na me a zo amañ,
Avañset mat an noz.
Hag ar lapoused all
A gemer o repoz.

Arsa 'ta, Rosignolig,
Me ho azgoulenn c'hoazh
'Benn n'hallit ket repoz,
C'hwi c'hell kaoud glac'har bras

Dre drugarez Doue,
Me n'on ket glac'haret.
Ma c'halon ravisant
Zo leun a joaiusted.

Me 'm-eus ur gwiskamant
Danvez deus ar c'haerañ.
Nag 'n avel nag ar glav,
N'hallont ket e dreuzañ.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)