Ar videdig (Le petit bidet)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar videdig (Le petit bidet)

Chansons Bretonnes - Ar videdig (Le petit bidet) Lyrics

Me 'm'oa bet ur videdig
Tra dira don deno
Hag hon douge manifik
Tra la la la la la la
Tra la la la la la la
Tra dira don deno

Hag hon douge d'ar pardonioù
Ma dousig koant ha me hon-daou

'N ur vont d'ar pardon da Rostren
Skoilhas ma vided er vouilhenn

Ha me d'ar c'hêrioù da glask tud
Evit sikour ma loenig mut

Ha dre ma'z aen dre ar c'hêrioù
A oa serret an dorejoù

Ma a gavas ur berchenn forn
Komañs freal gant ma daou zorn

Ha dre ma skoen war he c'hein
'C'hae donoc'h-don 'barzh ar vouilhenn

Ha dre ma skoen war ma loen
'C'hae barzh ma vouilhenn donoc'h-don

Me am eus tri gi ha tri gazh
Hag o-c'hwec'h emaint en noazh

Me a raio de'he bep a sae
Dimeus kroc'hen ma inkane

Ma raio de'he bep a sae wenn
Deus kroc'hen ma inkane wenn


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)