Ar chas a glevan oc'h harzal ! setu ar soudarded C'hall ! (bis)
Tec'homp kuit trezek ar c'hoajoù ! kasomp a-raok hor chatal ! (bis)
Daoust hag-eñ, paotred Kernev, e c'houzanvimp da viken,
E c'houzanvimp ar vac'herien a wask al labourerien ?
Gwallet gante hor merc'hed koant ; lazhet mamm ha mab ha den;
Lazhet zoken an dud klañv paour, balamour d'o daouarn gwenn.
Tanet gante ti ar beorien ; diskaret ar manerioù ;
Devet an ed, devet ar foenn, er parkoù hag er prajoù.
Troc'het ar gwez el liorzhoù, ha laket da ober tan ;
Ken na vo avaloù na chistr, da nav pe zek vloaz ac'han.
Laeret hor saout, hon ounnered hag hon ejenned, siwazh !
Ha kaset mesk gant o ferc'henn, d'ar c'higer d'ar c'hêrioù bras.
Laeret zoken traoù an iliz; pilet zoken hon tourioù ;
Straojet zoken ar garnelioù, ha skignet ar relegoù.
Gwastet traonioù kaer Breizh-Izel, ken druz ha ker glas gwechall ;
Ken na glever mui tro-war-dro mouezh den, kennebeut chatal.
C'hoazh ma ve roet skuilhañ, hor gwalc'h, daeloù druz d'hon daoulagad,
Nemet pa wel skuilhañ daeloù, an den kêr a skuilh ar gwad.
C'hoazh ma ve roet kaout ur groaz, e pelec'h e taoulinfemp,
Evit goulenn digant Doue an nerzh pini a vank deomp !
Met ho kroaz santel, ma Doue, zo bet pilet e pep lec'h ;
Ha kroaz ar gwinterellerez a zo savet en he lec'h.
Bemdez 'weler ho peleien eveldoc'h war ar C'halvar,
Eveldoc'h o stouiñ o fenn o pardoniñ d'an douar.
Re o deus gallet tec'het kuit, ya da guzhet er c'hoajoù ;
Eno oferniont deus an noz; e bag, war vor, a-wechoù.
Darn o deus treuzet ar mor bras, divroet ha disouten,
Gwell gante sentiñ ouzh Doue, evit sentiñ ouzh an den ;
Gwell gante debriñ dianken, er broio pell, bara kerc'h,
Evit debriñ bara gwinizh, bara an diaoul, gant an nec'h.
En o ziez, an touerien a zebr danvez an dud paour,
Goude bezañ gwerzhet Doue, evel Judaz, evit aour.
Piv-bennak na fell ket dezhañ mont da glevet an touer,
Zo war var da goll e vuhez, bet denjentil pe gouer.
Tudjentil, ha tud a iliz, tud diwar maez, sonn ho fenn,
An holl Vretoned a waner balamour ma int kristen
Bremañ hallez, boued an ifern, reiñ da galon-te d'ar joa,
Pe 'teus laket hon elez-ni e-barzh an neñv da c'houelañ !
Pe 'teus laket lezenn an diaoul e-lec'h gwir lezenn Doue,
Pe 'teus lazhet ar veleien, an dudjentil, ar roue !
Pe 'teus lazhet ar rouanez, pe 'teus stlapet d'an douar
He fenn gant penn flour Elesbed, an itron santel, he c'hoar ;
Pe 'teus taolet er c'hav hudur mab ar roue, hen bugel,
Hag hen dalc'hez e-barzh ar fank da vreinañ ha da vervel.
Kuzh da benn, heol benniget, en ur welet torfejoù
Pere na dlefe bezañ graet nemet gant drouksperejoù !
Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho taolennoù,
Ha lakaet d'ober paveioù, gant ar re c'hlas, er c'hêrioù.
Kenavo, foñs ar vadiant, e lec'h e gavjomp gwechall
Nerzh evit gouzañv ar marv kent evit yev an dud-fall.
Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennoù,
N'ho klevimp mui en hor gervel, sul na gwel, d'an ilizoù.
N'ho klevimp mui o kanañ ge ; siwazh ! divadez ho penn !
Teuzet, siwazh ! gant ar gêriz evit ober gwenneien
Kenavo, Bretoned yaouank, e c'halver d'an armeoù,
E-lec'h ma goller en un taol ar feiz hah ar vuhe'ioù.
- Kenavo, ma mab, kenavo d'an draoniennoù Jozafat !
Pa vi maez deus a Vreizh-Izel, piv a zifenno da dad !
Pa lammo re kêr gant ma zi, me vo klevet o laret :
"Ma vize bet ma mab er gêr, en defe ma diwallet "
- Deus etre divrec'h da vamm gozh eus da zouget, ma bugel
Deus war galon 'deus da vaget, ma mabig paour, kent mervel !
Pa zistroi en-dro d'ar gêr, vin aet kuit deus ar bed-mañ ;
Deus amañ, deus m'az priatin, evit ar wech diwezhañ.
- Tevet, ma mamm, tevet, ma zad, ne in ket d'ho tilezel -
Chom a rin evit ho tifenn, evit difenn Breizh-Izel.
Reuzeudik bras eo bout gwanet ; bout gwanet n'eo ket mezhus
Nemet plegañ d'ar skraberien, evel tud lent ha kablus !
Mard eo ret monet d'an emgann, emgann a rin 'vit ar vro .
Mard eo ret mervel, e varvin ; kuit ha laouen war un dro.
M'eus ket aon rak ar boledoù ; na lazhint ket ma ene
Pa gouezho ma c'horf d'an douar, ma ene savo d'an neñv.
Araok! paotred vat Breizh-Izel! entanañ ra va chalon
Kreskiñ a ra nerzh va divrec'h ; bevet ar relijion !
Bevet an neb a gar e vro ! bevet mabig ar roue !
Ha ra yelo ar baotred c'hlas da c'hout hag-eñ zo Doue.
Buhez evit buhez ! tud vat; lazhañ pe bezañ lazhet !
Ret e oa da Zoue mervel evit gounit war ar bed.
Deus er penn ganeomp, Tinteniag, gwir Vreton a holl-viskoazh.
Te pini raok beg ar c'hanol, morse da benn na droas.
Deut er penn ganeomp, tudjentil, gwad real dimeus ar vro ;
Ha Doue a vezo meulet gant kement kristen ma zo.
Hag en diwezh e teuy en-dro e Breizh al lezenn gwirion
Koulz ha Doue war e aoter, hag ar roue war e dron !
Hag a-neuze traonioù Kernev e teuio glas adarre,
Hag ar galon a zigoro gant bleun an ed hag ar gwez.
Neuze, kroaz Jezuz, hor Salver, a savo splann war ar bed
E-c'harzh e zreid lilioù kaer druz gant gwad ar Vretoned.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)