1
'N'gêrig vihan, 'kichen ar skav (bis)
Eno oa 'r plac'hig a oa brav, oh !
Eno oa 'r plac'hig a oa brav
2
Petra servij de'i da vout brav (bis)
N'eo ket 'vit dimezi atav, oh !
N'eo ket 'vit dimezi atav
3
"Ma merc'hig paour na ouelit ket
'Benn ar bloaz 'zeu c'hwi vo dime'et
4
- 'Benn ar bloaz 'zeu me vo marv
Me vo marv hag enteret
5
Me vo marv hag enteret
Lakaet e kornig ar vered
6
Lakaet e kornig ar vered
War ma bez daou pe dri bouked
7
War ma bez daou pe dri bouked
Unanik ruz, daou violet
8
'Vit ma laro an dud yaouank :
"Setu amañ ur plac'hig koant,
9
Setu amañ ur plac'hig koant,
A zo marv e-kreiz he c'hoant"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)