Ma Mamm he deus ma c'helennet
Penaos gounit ma dous Janed
Didra la la ridirida ridirida
Deridra la la lon laino
Gwiskañ dilhad ur plac'h yaouank
Ha mont d'ar foar a Kerpoulfank
Chommel un tammig diwezhat
Goulenn lojañ en ti he zad
"Devezh mat deoc'h holl en ti mañ
Ha me a vo lojet amañ ?
- Deus ven etet ha men ec'het ?
Ma ul lojeiz a glasket
- E tan a voer hag a varc'hat
M'eus en on gavet diwezhat
- Tostet amañ da gorn an tan
Bremaik vo debret ar goan
- Koan evidon oh ne vo ket
Rak 'n em c'halon em eus anken
- Peseurt anken en ho kalon ?
Oh laret deomp-ni ma mignon
- Anken vras em eus 'n em c'halon
En aon da gousket me unan
- 'Vit hoc'h-unan ne gousket ket
Me lako ganeoc'h ma merc'h Janed"
P'oamp aet hon daou en hon gwele
Ha me komz de'hi hag hi din-me
"Petore plac'h yaouank oc'h-c'hwi ?
Pa gomzet din da zimeziñ
- N'on ket plac'h yaouank nag Itron
Met ho pried ma dous, Anton !
Aotrou Doue n' a huichet ket
Ma zad, ma mamm n'int ket kousket
- Arc'hoazh me savo beure mat
Da c'houl consantamant ho tad
- Mat ! arc'hoazh diouzhtu pa vo deiz
Me aozo deoc'h ur bervig laezh"
"Devezh mad deoc'h, va bonom kozh
Kousket 'm eus gant ho merc'h an noz
- Pa teus kousket an noz kentañ
Kouski an eil hag an diwañ !"
(variante)
Pa teus kousket ganti en noz
E kouski fenoz ha bemnoz
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)