Ar plac'h dimezet gant Satan (La fiancée de Satan)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar plac'h dimezet gant Satan (La fiancée de Satan)

Chansons Bretonnes - Ar plac'h dimezet gant Satan (La fiancée de Satan) Lyrics

Selaouit holl, bihan ha bras,
Ar barzh-baleer ur wech c'hoazh.

Ur werz nevez am eus savet;
Kozh ha yaouank, deuit d'he c'hlevet.

An dra-mañ pa oa degouezhet,
N'oan ket daouzek vloaz achuet.

N'oan ket daouzek vloaz achuet,
Ha setu m'em zri-ugentvet.

Deuy d'am selaou neb a garo,
Da selaou ar baleer-bro;

Deuit d'am selaou holl, mar keret;
Benn ur pennad na reot ket.

Teir noz n'am eus kousket banne,
Nag henoz na rin adarre,

Gant c'hwibanoù an naer-wiber,
O c'hwibanat war lez ar stêr.

Hi lavare dre he c'hwiban:
- Setu ganin-me c'hoazh unan !

Eus ar gêr-mañ 'm eus bet pevar,
Heb charrat nikun d'an douar.-

Daou zen yaouank a ziaze
A oe dimezet an deiz-ze.

Triwec'h kemener a oe bet
D'aozañ dezhi sae he eured;

D'aozañ dezhi sae he eured,
Oa enni daouzek a stered;

Oa enni daouzek a stered,
Hag an heol hag al loar pintet,

Triwec'h kemener d'he gwiskañ,
Nemet Satan d'he diwiskañ.

An oferenn pa oe kanet,
E tistroas barzh ar vered.

O vonet tre barzh an iliz,
Oa ker kaer evel bleun al liz;

O tont en-dro trezek dor-zal,
Oa ker ven hag un durzhunell.

Setu un aotrou bras fichet,
Hag eñ penn-da-benn houarneset;

Hag un tok-houarn aour war e benn,
Hag ur paltog ruz war e gein;

- He lagad evel luc'hedenn,
Dindan e dog-houarn en e benn;

Ha gantañ un inkane saoz;
Hag eñ ken du evel an noz,

Un inkane, tan diouc'h e dreid,
Evel hini 'n aotrou marc'heg,

An aotrou Piar Izel-vet,
(Bezet gant Doue pardonet !)

- Taolit din-me ar plac'h nevez,
Da gas da welet d'am zud-me;

Da gas d'am zud-me da welet;
Bremaik e vin distroet.-

Kaer oa gortoz ar plac'h nevez,
Ar plac'h nevez na zistroas.

Pa oa sonerien an ebad
O tont d'ar gêr noz-diwezhat,

Setu an aotrou bras fichet:
- C'hoari gaer er fest a zo bet?

- C'hoari gaer a-walc'h en eured,
Med ar plac'h nevez zo kollet.

- Ar plac'h nevez a zo kollet?
Ha c'hoant vez ganeoc'h d'he gwelet?

- C'hoant a-walc'h hor bo d'he gwelet,
Ma n'hor bo poan na droug ebet.-

Oa ket ho c'homz peurlavaret
Pa oant gant an aod degouezhet;

Ha gant ul lestr degemeret,
Hag ar mor bras a oa treuzet,

Lenn an Anken hag an Eskern,
Ha pa oant e toull an ifern.

- Setu sonerien hoc'h eured
A zo deut evit ho kwelet.

Petra rofac'h d'an dud vat-mañ,
A zo deut d'ho kwelet amañ?

- Dalit seizenenn va eured.
Kasit-hi ganeoc'h, mar keret;

Dalit bizoù aour va eured,
Kasit-hen d'ar gêr d'am fried.

Livirit dezhan: "Na ouel ket,
N'he deus na c'hoant na droug ebet."

Kasit-hen d'ar gêr d'am fried,
A zo intañv deiz e eured.

Me zo en ur gador aouret,
O veskiñ mez d'ar re zaonet.-

N'o doa ket graet ur gammed grenañ,
Pa glevzont tenn' ur youc'hadenn:

- Mil mallozh deoc'h-hu, sonerien !-
Puñs an ifern oa war he fenn.

Mar defe he seizenn miret
Koulz ha bizoù aour he eured,

Koulz hag he bizoù benniget,
Puñs an ifern oa kounfontet.

An neb a ra tri dimizi;
Tri dimizi hep eureujiñ,
Ez a d'an ifern da leskiñ,

Ken distak diouzh ar baradoz,
Ha 'mañ 'n delienn sec'h diouzh ar roz;

Ker kuit diouzh baradoz Doue,
Ha 'mañ 'r skourr troc'het diouzh ar gwez


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)