Ar merc'hed yaouank diwar-dro Gwengamp (Les jeunes filles des environs de Guingamp)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar merc'hed yaouank diwar-dro Gwengamp (Les jeunes filles des environs de Guingamp)

Chansons Bretonnes - Ar merc'hed yaouank diwar-dro Gwengamp (Les jeunes filles des environs de Guingamp) Lyrics

O na 'barzh en Plouizi emañ
0 ie
O na 'barzh en Plouizi emañ
Emañ ar merc'hed fierañ

Bez o deus botoù war lerennoù
Hag en o zreid ur chaosonoù

Ha trouz an aour hag an arc'hant
Zo gant merc'hed yaouank Gwengamp

Na c'hwezh ar mogad podoù pri
Zo gant merc'hed er Boderi

Na c'hwezh o c'hoc'h n'o c'hotilhon
Zo gant merc'hed Sant Aganton

Merc'hed yaouank dimeus a C'hras
Ar re-se zo lous e pep plaz

Merc'hed yaouank a Plouagoar
N'hini n'eo ket tomm zo klouar

Merc'hed yaouank deuz Sant Lauranz
'Re-se a c'hoarzh tro pad an dañs

Na deus en kostez Pomerit
A zo div blac'h a lar mont kuit

Ha mont a rint sur hep dale
Peogwir n'o deus den da vale

Kaer o deus mont d'ar pardonioù
'Re-se 'n nefe na per na kraoñ

Merc'hed yaouank a zante Kroez
Ar re-se zo raouliet o mouezh

Merc'hed yaouank deus ar Merzer
Kaer o dilhad, fanket o revr

Merc'hed yaouank deus a Bontrev
Glas o lagad, melen o blev

Merc'hed yaouank a Blouagat
Ar re-se o deus kalon vat


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)