1
Ur meliner yaouank deus a barrez Kentin
A savas mintin mat 'vit lemel e velin (bis)
2
Dre c'hras Santez Anna, ar maen a zo savet
Ar meliner yaouank n'en deus bet droug ebet
3
Pell zo em on klevet ma mestrez zo dime'et
Deus an noz pe an deiz me yelo d'he gwelet
4
"Diboñjour deoc'h ma zad, diboñjour deoc'h laran
Ha c'hwi akordfe din ar pezh a c'houlennan ?
5
- O ya, o ya, ma merc'h-me, ne zinac'han ket
Eureujiñ a zo ret d'an hii m'oc'h dime'et
6
- N'eus ket beleg ebet 'barzh ar departamant
Refe din eureujiñ gant 'n'hini 'm bo ket c'hoant"
7
Goude an amzer c'hlav teuio an amzer vrav
Goude ar boan spered teuio ar joaüsted
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)