Ar gwennilied (Les hirondelles)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar gwennilied (Les hirondelles)

Chansons Bretonnes - Ar gwennilied (Les hirondelles) Lyrics

Tre ma c'hêrig hag ar maner, (bis)
Ur wenojennig a gaver (bis)

A gaver ur wenojenn wenn
A zo enni ur we'enn spern-gwenn ;

Hag hi karget a voukedoù
Hag a blij da vab an aotrou.

Me garfe bout bleuñv e spern-gwenn,
Ha bout tapet gant e zorn gwenn,

Bout tapet gant e zornig gwenn
Gwennoc 'h evit bleuñv e spern-gwenn

Me garfe bout bleuñv e spern-gwenn,
Ha bout lakaet war e warlenn.

Mont a ra kuit diganeomp-ni,
Pa'z a ar goañv tre 'barzh an ti ;

Mont a ra kuit 'trezek Bro-C'hall,
'Vel ar gwennili o nijal.

Pa zistro an amzer nevez,
Distreiñ ra dre-mañ adarre

Pa zav ar bleuñv yal er prajoù
Hag ar bleuñv kerc'h 'barzh ar parkoù ;

Ha pa gan ar pinterigoù,
Kerkoulz hag al linerigoù

Dont a ra da heul ar festoù,
Dont a ra c'hoazh d'hon pardonioù.

Me garfe gwel't e peb amzer
Bleunioù ha festoù 'barzh ar gêr,

Ha gwelet ar gwennilied
O nijal tro zre-mañ bepred;

Me garfe ho gwelet nijal
Bepred e beg hon chiminal.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)