AR GWAZ
Mont a ran da breveniñ
Tud yaouank va bro ger
Ha dont d'en em adresiñ
D'ar bobl a Finister
Ma refont reflexion
Solid war va c'homzoù
Ha renversiñ a galon
Mouezh faos ar gwall-deodoù
Deus an holl e leveront
Traoù ha ned int ket gwir
Hag un nombr bras a lakont
En glac'har, en martir,
Rak-se an neb na dec'ho
Deus al lodenn impi
Eveldon-me a zougo
Bec'h an ingrateri
M'em boa choazet ur vestrez
A dost da Lannuon
Nag hini nemet hounnezh
Na charmas va c'halon :
Me soñjal mont d'he bete
Ha forme din tourmant
E annons de'i ar gomz-se
Na vije ket kontant
Goude, en kêr Montroulez,
E kavis anezhi
Dirak aoter ar Werc'hez
En templ Sant-Malani
War ar momant e soñjen
P'am boa he remerket:
Hiziv a rin ar goulenn
Am boa antreprenet
Pa guitas deus an Aoter
E sortias er-maez
Da bourmen war gae Treger
Gant ur gamaradez
En distro d'he saludiñ
Em boa gallet avañs
Dindan ar sal rekreiñ
A zo anvet al Lans
AR GWAZ
Salud, feumelenn charmant,
Evit ar wech kentañ
En desir va santimant
N'eo ket an diwe'añ
Ma vefe d'ho madelezh
Acceptiñ va goulenn
Ober un dro asamblez
War ar bourmenadenn
AR PLAC'H
Ya, eme'i, den yaouank,
Er c'hiz ma parlantet
E acceptin, mil gontant,
Ar pezh a c'houlennet:
Memez eo din un enor
Souplat va c'hammejoù
Ha reiñ ar skouarn digor
Da glevet ho komzoù
AR GWAZ
Lavarit din, va mestrez,
Ur gomz en asurañs,
Ha ne refoc'h treitouriez
Ha me a c'hell avañs
Betek en em broposiñ
Da vezañ ho pried
Ha reiñ evit testeni
Ar merk a zezirfet
AR PLAC'H
En leal, va servijer,
Treitouriez na vin ket
Ned on ket ur plac'h a zaou c'her
Na jamez ned on bet
Resev a rin ar merkoù
Evel ma leveret
Ha war ar c'hentañ dei'où
Ni a vo uniset
C'hwi a wel amañ merket
Union an daou zen-se
Nemet m'ho deus prometet
E c'hajent goude-se
Da bardon Jenovefa
Ur pardon kaer-iskis
'Vit en em rejouisañ
En fin o yaouankiz
Mez e-barzh an asamble
Ar merkoù zo chañjet
Dre urzhoù enormite
Ar gwall deod milliget
Ar plac'h a zo partiet
Abred-mat d'ar pardon
Hag ar gwaz a zo chomet
Dindan he zrahison
Pa en deus anave'et
E retornas d'ar gêr
Evel un den puniset
En tourmant, en mizer,
Kement e oa dezolet
O kompren en e sort
Ma chomas kazi-mantret
Er gêr e-tal an nor
Eno en deus reketet
War e gont e-unan
Ma ve an teod milliget
Pompet e-kreiz an tan
Nag ifern, nag droug-spered
N'en deus bec'h d'e gomzoù
Rak er bed-holl eo grefet
Partout en deus gwrizioù
Deus a dout en em amel
An teod bulumus-se
Tout emañ en e skudell
An holl guriosite
Studiet eo e gentel
War holl draoù ar bed-mañ
Nemet an Tad Eternel
Na rezist ken outañ
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)