Ur vatimant 'vont de boursu e chañs
A rankontras un all demeus a Frañs
Hag eñ poursu kemend anezhi
Ken ataket en douar Barbari
Masakret eo bet a dennoù kanon
Ken neus ranket koulañ foñs er mor don
Kaset eo bet d'ar foñs ar vatimant
Goude paket ur groaz gaer ha sermant
Staget eo bet en douar Barbari
'Vit e goapañ pep hini fantazi
Staget eo bet na deus toull an nor kêr
'Vit e goapañ pep hini 'n e geñver
Div vagagin poultr oa e kreiz plas kêr
En ur zondon e zo savet en aer
Eizh ugent mil den e oa eno souden
Eizh ugent mil 'deus losket o c'hroc'hen
Daou dad santel deus a Sant Matulin
A oa en ker stouet war o daoulin
Evit goulenn ar groaz kaer da brenañ
Evit arc'hant ma karjed hi gwerzañ
Lakaet eo bet ar groaz kaer er valañs
Hi ugent lur a bouez en asurañs (bis)
Tri fezh loeiz aour c'hoaz gante vit al lañs
Kas't ho Toue ganeoc'h deus ar valañs
Hag it gantañ buan eus hor prezañs (bis)
War aod bro Chin pa int dizambarket
C'hleier da son a zo bet komañset
Komañset eo bet ar c'hleier de son
Ken oe spontet pep hini 'n e ganton
Person bro Chin pa 'n eus bet klevet
Ur brocesion prest en eus bet savet
Savet en eus ur brocesion pront
'Vont d'e rancontr na bete penn ar pont
E penn ar pont pa'n eo bet arriet
Na de ganañ int zo bet komañset
Na de ganañ - « Te Deum laudamus »
'Vit rentañ meuleudi da Jezuz
Na de ganañ : « Te Deum laudamus »
'Vit rentan meuleudi da Jezuz
Na de ganañ ar « Veni Creator »
Evit rentañ homaj d'hon redemptor.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)