Ar gernez (La famine)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar gernez (La famine)

Chansons Bretonnes - Ar gernez (La famine) Lyrics

Speret santel, speret lijer,
Roët din gallout ha sklezder,
Ewit sevel ur werz newez,
Ur werz war sujet ar gernez!

Ar paour a erruaz en ti
Da c'houlenn, en hano Doue,
Un tamm boed da em zoulaja,
Un tammik bara, 'wit bewa.

Ma laraz ar gwaz d'he briet,
Gant ann druez 'n doa hen gwelet:
- Un druez-vraz am euz out-han,
Roët un dra bennag d'ez-han. -

Petra dalv dide kavet par ?
Neuze ni a reïo regal ?
D'ar re-baour da chomm 'n ho c'hanton;
Te vezo en keit-se haillon !

- Te oar er-vad eo ker ann ed,
Ha gonidegez na euz ket;
Dewez ar paour na eo netra,
Ken ker eo 'nn ed da gaout bara !

- Me 'm euz tri-c'hant bigoded ed,
N'int ket da reï d'ar gailloched;
Mar d'eo me a gommant aman,
Foeltr tamm na vezo roet d'ez-han !

Ar gwaz, saouezet hi c'hlewet,
Hen euz a-newez lavaret :
- Roët 'n tamm d'ar paour da vewan,
Un druez-vraz am euz out-ban ! -

- Mar eo me a gommant aman,
Foeltr tamm na vo roët d'ez-han
Ar paour a fatig he galon,
Hag a zo marwet gant ann naoun !

Hi gwaz oa et da labourad,
Kredet, hen doa gwall galounad,
O welet marwet ar paour-kez,
Lazet gant ar vizerablez!

Met dre ar justiz a Zoue
E warw ar vroeg kerkent neuze!
Un amezeg a zo redet
D'ar park, da laret d'hi friet :

- Na fachet ket euz ar c'helou,
Marw eo ho kroeg war ann treuzou ! -
- Ma mignon, m'ho trugareka,
Eomb d'ar ger d'hi sebelia. -

D'anter-noz oa 'nn interamant,
Ma em breparjont promtamant.
Staget oe tri loen euz ar c'har
En aviz hi c'hass d'ann douar.

Kaer ho doa chacha ho gwella,
Na oant ket wit hen diblasa.
E-lec'h tri, c'houec'h a zo staget,
Ha c'hoas ar c'har n' ziblase ket.

Staget a zo seiz a loened,
A bepred na ziblase ket!
Ar veleïenn 'zo arruet,
Ma lavarjont oa red gwelet.

Ann arched a zo digorret,
Ha netra en-han 'zo kavet;
Na euz kavet netra ebars,
Met ur barbet-du hag ur c'haz!

Neuze 'n taol-kurun a zeuaz
A-uz d'ar c'har, ken a grenaz,
Hag hen euz bet holl luduet,
Hep poan d'ann dut, na d'ar c'hezek!

Diskaret hen euz ilizou,
War ar mor-braz, batimantjou,
M'ho deuz renket koll ho buhe
Ann holl gristenienn oa en-he,

M'ho supli, kement laka ed,
Da sonjal 'r pez oc'h euz klewet
N'eo ket gant Doue puniset,
Gant ann diaoul eo a oa et!


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)