Ar chikolodenn (La coiffe de St Pol de Léon)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar chikolodenn (La coiffe de St Pol de Léon)

Chansons Bretonnes - Ar chikolodenn (La coiffe de St Pol de Léon) Lyrics

Ur sulvezh o pourmen
Hed-a-hed ar flourenn
Drant ha dibreder e klaskis ur skabell
Er goudor d'an avel, war vordig ar stêr

En tu all d'ar stêrig
E welis ur plac'hig
O kutuilh bleunioù, ha me 'chom amguzhet
Gant ar c'hoant d'he gwelet, war vordig ar stêr

P'he devoa kutuilhet
Pep seurt bleuñv marellet
E-leizh he barlenn, e skoulmas anezho
War ur bodig bezv gant ur vrouenenn

Hag en ur o skoulmañ
He c'hleven o kanañ
War ar gurunenn, gant ur vouezh ken seder
Ha mouezh un alc'houeder, ur sonig laouen

"Va bleunioù a c'hoeñvo, o c'hwezh a dremeno
'Vel ur bouilh moged ; mez kalon ur vestrez
Rozenn ar garantez, a vleunio bepred"


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)