Ar c'horred (Les nains)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar c'horred (Les nains)

Chansons Bretonnes - Ar c'horred (Les nains) Lyrics

Paskoù-hir, ar c'hemener,
Zo aet da ober al laer
Abardaez noz digwener

N'helle mui ober bragoù :
Aet an dud d'an armeoù
Ouzh re Vro-C'hall hag o rou'

Aet eo tre ti ar c'horred
Gant e bal, ha da doullet
Da glask an teñzor kuzhet

An teñzor mat a gavas
Ha d'ar gêr o redek bras
Ha 'n e wele 'n em lakas

"Serret an nor, serret kloz
Setu an Duzigoù noz

- Dilun, dimeuzh, dimerc'her,
Ha diriaou ha digwener !

- Serret an nor, mignoned,
Setu, setu ar C'horred !

'Maint o tont tre 'barzh ar porzh
'Maint ennañ o tañsal forzh

- Dilun, dimeuzh, dimerc'her,
Ha diriaou ha digwener

- 'Maint o pignat war da dei
'Maint 'ober un toull enni

Krabet out, mignonig paour,
Taol kuit buan an teñzor

Paskoù paour, te zo lazhet !
Taol warnout dour benniget

Taol da liñser war da benn
Paskoù, na fich ket a-grenn

- Siwazh din ! 'Maint o c'hoarzhin
Neb a zidec'hfe ve fin

Aotrou Doue ! Setu 'nan
E benn dre 'n toull a welan

E zaoulagad ruz-glaou-tan !
'Mañ en traoñ gant ar peulvan

'Trou Doue ! unan, daou, tri !
Mont en-dro war al leur-zi !

Lamm a reont ha kounnariñ
Taget on, Gwerc'hez Vari !

- Dilun, dimeuzh, dimerc'her,
Ha diriaou ha digwener !

Daou, tri, pevar, pemp ha c'hwec'h !
- Dilun, dimeuzh, dimerc'her,

Kemenerig, kemener,
Roc'hañ rez aze, larer !

Kemenerig, kemener,
Tenn da fri 'maez un tammig !

Deus da ober un dro zañs
Ni ziskey dit ar c'hadañs

Kemenerig, kemener,
Dilun, dimeurzh, dimerc'her

Kemenerig, te zo laer,
Dilun, dimeuzh, dimerc'her,

Deus d'hon laerezh ur wech all
Deus, kozh kemenerig fall

Ni ziskeio dit ur bal
A rey da'z mell-kein strakal
Paz arc'hant korr 'tra na dal"


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)