Ma botoù koad 'm eus kollet, roget va zreidigoù
O vont da heul va dousig d'ar parkoù, d'ar c'hoajoù
Pa ve ar glav, ar grizilh, ar erc'h war an douar
Kement-se n'eo ket un harz da zaou zen en em gar
Va dousig a zo ur plac'h yaouank-flamm eveldon
N'he deus ket c'hoazh seitek vloaz, ur plac'h koant ha rubenn
He selloù zo leun a dan, hag he c'homzoù mignon
'M eus kemeret ur prizon da lakaat va c'halon
Ne c'houfen me da betra he hevelebet,
Mard eo d'ar rozennig-gwenn zo roz-Mari anvet ?
Perlezennig ar merc'hed, bleun lili ar bleunioù,
Hirio 'mañ o tigoriñ ha warc'hoazh e serro
- Me a zo bet, ma dousig, oc'h ho tarempreded
Evel ma ve an eostig war ar spren-gwenn kludet :
Pa fell dezhañ paouezañ, 'teu an drein d'e bikañ
Neuze 'sav war beg ar brank hag e teu da ganañ
Me zo evel an eostig, pe 'vel an anaon
E-kreiz tan ar Purgator o c'hortoz e levon
Echuet eo an termen hag an devezh deuet
Ma'z in-me 'tre 'barzh ho ti, gant ar Vazvalened
Ma steredenn zo kalet, ma stad zo dinatur
N'em eus bet war ar bed-mañ nemet displijadur ;
N'em eus na kar na mignon, siwazh, na mamm na tad
Na kristen war an douar hag a garfe ma mad
N'ez eus den 'barzh ar bed-mañ, abaoe 'd on deuet,
A zo bet diwar ho penn kel liez tamallet
Rak-se war benn va daoulin, hag en anv Doue,
Ho pedan-me da gaout ouzh ho kloareg truez !
Ar sonig-mañ oa savet en ur dont gant an traez
Eus a bardon Sant-Mikel, lec'h ma oa ma mestrez
Pa welan o tont ar mor, ne rafen van ebet
Da vezañ beuzet ennañ, ma n'am selaouer ket
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)