Disul vintin 'vont d'an oferenn
Met ar c'hi du 'n'pod an dienn
Oh! oh! tonladi, tonladi
Oh! oh! tonladido
Ar meul a lare d'ar vatezh :
Krog en e lost ha tenn 'ne'añ 'maez
Krog en e lost, lipet e benn
Kar pec'hed eo koll an dienn
Hennezh zo ur c'hiig du mat, desket ganin
Gwalc'hiñ loaioù ha skudilli
Gwalc'hiñ loaioù ha skudilli
Gant brank e lost eñ skub an ti
Kas al leueioù bihan er-maez
Ha digelliennañ ar vatezh
Ober rae c'hoazh un draig ouzhpenn
Monet d'ar stêr gant lienenn
Monet d'ar stêr gant lienenn
Ma dousig koant o gwalc'hiñ gwenn
An oac'h o vont d'ar c'hardi-four
Ur gontell vras gantañ 'n e zorn
'N'hini 'n eus c'hoant da gaout chervad
Na ' eus 'met donet d'ar Folgoad
Eno gavo da zijuniñ
Ar pladad mad a sklipoù ki
Ar verc'h Helen a ouele druz
Gant ar c'heuz bras d'he c'hiig du
"Tevet ma merc'h, na ouelit ket
Chas du a-walc'h a vo kavet
- Chas du a-walc'h a vo kavet
Mez ken desket ne vezo ket"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)