Sko, ma bouc'hal, sko war ar c'hoad (bis)
Ma vo tailhet div votez vat
Lan de ri tra lan leno, lan de ri tra lan lo
Div votez ront ha koant ha plaen (bis)
Tanav ar c'hoad 'vel un delienn
Lan de ri tra...
Ha goude-se un tamm taol rask
Ha livet du evel div drask
Un taol a-gleiz, un taol a-zehou
Ha setu 'maint parez o-div
An div votez zo skañv ha moan
Evel korvig al laouenan
Pa vo an div votezig fo
E treid Frañsoazig Kervenno
Marteze 'r plac'h ne soñjo ket
Er botaouer en deus o graet
Er botaouer-koad hag hi c'har
Hag a varvo gant ar glac'har
Sko 'ta ma bouc'hal, sko ha sko
'Vit tailhañ c'haozh botoù er faou
Tailhañ botoù d'ar merc'hed brav
Evit dañsal ar Jabadao
An deiz zo hir, an noz zo berr
Evit ar paour-kaezh botaouer !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)