O ! Nag ur serten pennherez a neus bet ar jujamant
A c'houl' digant he zad, he mamm, o! dimeziñ ar bloaz-mañ
O ! Dont a rae d'he zad, d'he mamm, o ya ! da lâret dezhi :
"N'eo ket neseser dit ma merc'h ar bloaz-mañ dimeziñ
N'eo ket neseser dit ma merc'h, o ! dimeziñ ar bloaz-mañ
Gant aon neus chañjet dezhi diwezatoc'h 'vit bremañ
- O ! me 'lavar deoc'h ma mamm, o ya ! o, war ar plas-mañ
Ma ne rit ket koñje din da zimeziñ d'an den-mañ
Me ne chomin ket er gêr, me a yelo 'maez ar vro
Birviken ho taoulagad ma buhez ne welo
Me a yelo 'maez d'ar vro, nag er gêr ne chomin ket
Ma choman ganeoc'h er gêr me 'mo gwenneg ebet
C'hwi ne oac'h 'met pemzek vloaz na pa oac'h dime'et d'am zad
Hervez ho soñj e kredec'h nag a c'hwi a soñje ober mat
Me zo naontek vloaz echu ha gant ugent on bremañ
Mont a ran da zimeziñ gant skiant ar bloaz-mañ
- O la ! o la ! ma merc'h anezhi, o ! n'eo ket ar memes tra se
Kar ganeoc'h emañ bev ho tud, me 'm oa kollet ma re
- O, digarez ne vanko ket na d'ar re gozh da lâret
Pa vez torret dezhe o foan, ne santont ket o c'hleñved
Dont a rae he zad, he mamm, o ya ! da lâret dezhi :
- O ! na kerzh gantañ 'ta ma merc'h, o ! na grit 'vel ma karit
O ! na kerzh gantañ 'ta ma merc'h, o ! na grit 'vel ma karit
Kar an hini a zimez dit, o ! biskoazh n'en deus plijet din
Kar an hini a zimez dit, o ! biskoazh n'en deus plijet din
Ma ne rez ket ur vuhez vat, o ! 'deus ket da glemm ouzhin"
O ! dimezet eo ar plac'h-mañ, o ! d'he c'hamarad fidel
Echu eo an amitie, n'eus ket padet gwall bell
Bremañ emañ ar plac'h-mañ, o ! noz-deiz o hirvoudiñ
Soñjal en an tourmant 'neus graet d'he zud 'vit dimeziñ
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)