P' oa ann ter Vari o wriet,
En jardin-vraz ar Pradennec,
Arruaz 'nn aotro sant Iann gant-he,
Da anonz d'he kezlo-newe.
- Ha demad d'ac'h-dhui, ma moereb,
N' 'c'h euz ket gwelet Zalwer ar bed ? -
- Aotro sant Iann, c'hui oa gant-han,
Hag a dle goud pe-lec'h eman. -
- Aboe dirio da greiz-de
N''am euz klewet d'ez-han doare. -
Ar Werc'hes Vari, pa glewaz,
Ter-gwes d'ann douar a goezaz : -
- Tawet, moereb, na oelet ket,
Me ielo d'hen klask, mar be red ;
Me dalc'ho da vale, noz-de,
Ken am bo kavet map Doue. -
P' oa 'nn ter Vari 'vont gant ann hent,
Hi o rankontr ur mâl iaouank :
- Demad d'ac'h, 'me ar mâl iaouank,
'R zalut 'zo bepred ekselant ;
'R zalud 'zo bepred ekselant,
Kerkoulz da goz 'vel da iaouank.
Pelec'h ez et, pelec'h oc'h bet,
Pe ho euz esper da vonet?
Me 'zo 'retorn euz ar menez,
Bet 'welt sevel 'r c'halvar newez ;
O welt sevel ur c'halvar koad,
Wit krusifia Doue 'r map. -
Ar Werc'hes Vari, pa glewaz,
Ter-gwes d'ann douar a goezaz ;
Ter-gwes d'ann douar eo koezet,
'R mâl iaouank 'n euz hi goureet.
- Pe c'hui a c'hoerz, pe c'hui 'ra goab,
Pe 'ra da Vari kalonad ? -
- Me na c'hoerzann, me na ran goab,
N' ran ket da Vari kalonad. -
- Lavaret d'in-me, c'hui Pilat,
Pini ann tri-z-hont eo ma mab ? -
- 'Nn hini 'zo 'rok gant 'r groaz vrasa,
Bigno d'ar menez da genta,
A zo komerret 'neizour-noz,
Gant golo-sklezr, leterniou-kloz.
. . . . . . . . . . . . . . . . .
- Kasset ar vroeg-se al lec'h-se,
Kreski ma foaniou 'ra d'in-me. -
- Perag' lares groeg euz da vamm ?
Krenv eo ma c'halon pa na rann !
Krenv eo ma c'halon pa na rann,
Klewet m' mab' laret groeg d'he vamm !
Diskennet ma mab, euz ar groaz,
'Wit m'hen maillurinn ur wes c'hoaz.
- Deut ama d'in ur mouchouer,
Ma torchinn ma goad, a diver.
Dalet, ma mamm, ar mouchouer
Eman en-han goad ar Zalwer ;
Ha na et ket d'ar stang gant-han,
Rag goad hon Zalwer 'zo en-han ;
Eman en-han ar vadeziant,
Ann nouenn hag ar zakramant ;
Rag eman en-han ann nouenn,
Prest da reï d'ann nep hi goulenn !
P' oa 'nn ter Vari 'vont gant ann hent,
Hi o rankontr ur plac'h-iaouank.
- Dalet, plac'h-iaouank, 'r mouchouer,
Eman en-han goad hon Zalwer ;
Eman en-han ar vadeziant,
Ann nouenn hag ar zakramant ;
Eman en-han sur ann nouenn,
Prest da reï d'ann nep hi goulenn ;
Ha na it ket d'ar stang gant-han,
Rag goad hon Zalwer 'zo en-han. -
Ar plac'h-iaouank n' deuz ket sentet.
(Kalz a re-all na reont ket),
D'ar stang gant-han hi a zo et,
Ar stang gant-hi 'zo dizec'het ;
Ar stang gant-hi 'zo disec'het,
Hon Zalwer 'zo apariset ;
Hon Zalwer a aparisaz,
'R mouchouer digant-hi 'lemaz :
- Dama, plac'h iaouank, 'r mouchouer
Eman en-han goad ho Salwer :
Pa oa 'r mouchouer d'ac'h roèt
Dor 'nn ifern 'dan-oc'h 'poa serret ;
Dor 'nn ifern 'dan-oc'h 'poa serret,
Dor 'r baradoz uz d'ac'h digorret :
P'eo 'r mouchouer digant-oc'h lemet,
Dor 'nn ifern 'dann ho treid 'zo digorret ;
Dor 'nn ifern 'dann ho treid 'zo digorret,
'R baradoz uz d'ho penn serret !
Adieu, plac'h iaouank, kenavo,
Joa ar baradoz, pe war-dro ! -
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)