An teir gwreg kablus (Les trois femmes coupables)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes An teir gwreg kablus (Les trois femmes coupables)

Chansons Bretonnes - An teir gwreg kablus (Les trois femmes coupables) Lyrics

Ann ter groeg iaouank ingrat
A ia da Rom, a galon-vad,
D' glask absolvenn digant ar Pab,
Da glask pardon euz ho fec'hat.

Pa oant gant ann hent o vonet,
Un den fur-braz ho deuz kavet;
- Aotro, blamour d'ar Bassion,
Ni a c'houlenn ann aluzon ;

Ni a c'houlenn ann aluzon,
Rag just eo hon frovision.
- Dalet, groagez, peb ' seiz gwennek,
D'ho sikour un tamm da vonet.

Bars ar ger a Rom p'arrufet,
Peb 'bater wit-on a larfet,
Dirag aoter 'r Jakobined,
'Zo en tu-deo, pa antrefet. -

Er ger a Rom p'int arruet,
Bonjour ha joa ho deuz laret
- Bonjour ha joa holl er ger-ma,
Ar Pab a Rom pelec'h ema ? -

- Mar eo 'r Pab a Rom a glasket,
It d'ann iliz-vraz, hen kavfet
Ema 'laret he ofern-bred,
Dirag aoter 'r Jakobined,

Dirag aoter 'r Jakobined,
'Zo en tu-deo pa antrefet. -
En iliz vraz p'int arruet,
Dour-binniget 'deuz komerret;

Dour-binniget deuz komerret,
Da dreid ar Pab int em strinket,
Hag he bardon deuz goulennet.
- Pez torfedou oc'h euz-c'hui gret?-

AR C'HENTA.

- Me a zo bet ken dinatur
Ewit laza ma c'hrouadur,
Me 'm euz lazet ma inosant,
Hep ole ha hep badeziant ! -

ANN EIL.

- Ha me, siouas ! am euz lazet
Ar vamm pini deuz ma ganet,
Hag hi c'huzet 'n ur bern-deillo,
Lec'h n'euz bet belek war hi zro ! -

ANN DERVET.

- 'Baoe ma 'z on deut war ar bed,
Meur 'govezion am euz gret ;
Nemet re-faoz n'am euz me gret,
Aoun-braz am euz d' veza daonet ! -

Ann Tad-Santel a lavare
D'ann ter groeg iaouank, p'ho c'hlewe :
- Ter groeg iaouank, em gonfortet,
P' oc'h euz anzavet ho pec'het.

Roët 'm euz pouar d'ann eskibienn
D'absolvi ann holl bec'herrienn
Hag evel-se, mar anzavet,
Gant pinnjenn, zalwet 'vefet.

Setu aze 'r wialenn-wenn
Ho rento 'n kambr ar binijenn...
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . .

Hag a-benn tri bloavez goudé,
Sekretour 'r Pab ho bisite :
- Ter-groeg iaouank, mar oc'h c'hoas beo,
Deuit ama, m'ho absolvo. -

Burzud 'beurz Doue arruet !
Ann ter groeg a oa beo bepred.
Ann aotro sekretour lare
Na d'ann ter groeg iaouank neuze :

- Ebars ar ger pa arrufet,
Dirag ho priejou 'taoulinfet;
Dirag ho priejou 'taoulinfet,
Pardon digant-he 'c'houlenfet. -

Bars ar ger pa 'z int arruet,
Ho friejou n'ho anveent ket,
Dre ar boan 'r binijen galet
Ha dre forz hir-hent ho doa gret :

Nag ho bugale, ker-neubeud,
Dre ann tri-chant lew he doa gret;
Ha pa 'z int bet em anvezet,
Ho c'halonou a zo rannet ;

Rag ho c'houec'h ez int desedet,
Ha d'ann ef kerkent ez int et :
Et eo ar c'houec'h pried d'ann ef,
Ha graz d'imb da vonet iwe!


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)