Un den yaouank deus a Dreger zo komañset d'ober lez
D'un intañvez eus a Welo, koulz eo de'hañ paouez
Un intañvez he deus madoù hag eñ asur n'en deus ket,
Ha c'hoazh a lar an inosant n'he c'hemero ket
Ma c'hemeret, kadeig yaouank, m'hou koumer dibreder
Me breno deoc'h un inkane hag ur c'hi barbet
Me breno deoc'h unn inkane hag ur c'hi barbichek
A yelo ganeoc'h d'ar chase dre lec'h ma karfet
A yelo ganeoc'h d'er chase en kêr ha war ar maez
C'hwi a roulo, ma den yaouank, gant ho kozh intañvez
Na sell petra kozh intañvez e teus da gontañ de'hi
Pegen kozh ec'he da visaj kichen ma hini
Terip, terip, kadeig yaouank, en on estimet
Balamour d'ho peejeig livrin ha d'ho korf dihiajet (bis)
Benn a vefet arru d'am oad, c'hwi 'n nevo chañchet
Jujet on em opinion ha juget a rin
Ken a kavin ur plac'h yaouank hag a blijo din
Ken a kavin ur plac'h yaouank a vo d'am santimant
Evit kavet kozh intañvez ne mo ket ma zourmant
Gwell eo ganin be'añ oblijet noz ha deiz de ruskellat
Evit klevet kozh intañvez tal an tan o wigourat
Gwell eo ganin be'añ oblijet de ruskellat noz ha deiz
Evit tennañ kozh intañvez er-maez un toulfler
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)