An ifern (L'enfer)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes An ifern (L'enfer)

Chansons Bretonnes - An ifern (L'enfer) Lyrics

Diskennomp holl, kristenien, en ifern da welet
Ar wanerezh estlammus eus an eneoù daonet
Pere zo dre wir Doue dalc'het e-barzh an tan,
0 vezañ graet gwallzispign eus e c'hraz er bed-mañ

An ifern zo un toull don leun a deñvalijenn,
E-lec'h na weler morse bihanañ sklerijenn,
An norioù zo bet serret ha prennet gant Doue,
Ha n'o digoro biken ; kollet eo an alc'houez !

Ur forn c'horet er bed-mañ ned eo nemet moged,
E-keñver tan an ifern, tan eneoù daonet,
Gwell e ve deviñ enni ac'han da fin ar bed
Eget bezañ en ifern e-pad un eur gwanet

Yudal reont a-bouez-penn, evel chas kounnaret ;
Ne ouzont pelec'h tec'het, pep lec'h ez int losket ;
An tan zo war o gorre, an tan zo dindano,
An tan zo a bep kostez hag o devo atav

Ar mab a lamm gant e dad, hag ar verc'h gant he mamm,
D'o stlejañ, gant mil mallozh, dre o blev, kreiz ar flamm.
" Mallozh deoc'h, gwreg diaket, hag hoc'h eus hon ganet ;
Mallozh deoc'h, tad didalvez, kiriek oc'h omp daonet ! "

O magadurezh a vo da viken gant Satan
Kaezhour an dragoned, e-touez ar gwazhioù tan ;
Hag o evaj o daeloù, hag a vezo mesket
Gant mil ha mil seurt viltañs ha gwad an touseged.

Ha kignet vo o c'hroc'henn, hag o c'hig difreuzet,
Gant beg an naered-wiber, ha gant dent an diaouled,
Hag en tan e vo ruilhet o c'hig hag o eskern,
Evit ma tevo kreñvoc'h forn vras eus an ifern

Goude ma vezint losket ur boutadig en tan,
E vint taolet en un lenn leun a skorn gant Satan,
Ha deus al lenn 'barzh an tan adarre vint taolet
Ha deus an tan 'barzh an dour, 'vel al loc'h-houarn goeliet.

Neuze teuint da ouelañ, da ouelañ gant enkrez :
" Ho pet ouzhomp, ma Doue, ho pet ouzhomp truez "
Hogen en aner ouelint, rak tra bado Doue
E pado o ankenioù hag o enkrez ivez.

Ken taer a vezo an tan o lesko en ifern,
Ma teuy ar mel da virviñ, penn-da-benn d'o eskern,
Seul vui c'houlennint truez, seul vui e vint gwanet
Kaer o devezo yudal, losket e vint bepret.

An tan-se a zo c'hwezhet dre vuanegezh Doue,
Ha n'hellfe ket hen lazhañ zoken pa her c'harfe;
Biken na daolo moged, ha biken na devo,
Hep ehanañ d'o leskiñ biken n'o distrujo.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)