An Anjeluz - amzer Nedeleg (L'Anjelus - temps de l'Avent)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes An Anjeluz - amzer Nedeleg (L'Anjelus - temps de l'Avent)

Chansons Bretonnes - An Anjeluz - amzer Nedeleg (L'Anjelus - temps de l'Avent) Lyrics

Un arc'hael a-berzh an Aotrou
Da Vari zegasas keloù
E oa gant Doue dibabet
Da vezañ mamm Salver ar bed

Mari a respontas neuze :
Servijerez on da Zoue !
Ra vo graet din, ael benniget,
Hervez m'ho peus din lavaret

Hag e koñsevas ur bugel
Dre c'halloud ar Spered-Santel
Ha Verb Doue 'n em inkarnet
E-touez an dud en deus bevet

Pedit, Mamm santel da Zoue
Evidomp holl ho pugale
Ma vezimp din eus ar grasoù
A bromet Jezuz, hon Aotrou


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)