An amzer dremenet (Le temps passé)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes An amzer dremenet (Le temps passé)

Chansons Bretonnes - An amzer dremenet (Le temps passé) Lyrics

KENTAÑ MELINER
Bretoned, savomp ur gentel
Diwar-benn paotred Breizh-Izel

- Deut da glevet, da glevet, gwitibunan ;
Deut da glevet, da glevet ar c'han.-

Paotred Breizh-Izel o deus graet
Ur c'havell koant hag hen treset.

- Deut da glevet, etc.

Ur c'havell kaer karn olifant,
Warnañ tachoù aour hag arc'hant.

Tachoù aour hag arc'hant warnañ,
A luskellont gant nec'h bremañ.

Ha bremañ, oc'h e luskellat,
Daeloù ver eus o daoulagad.

Daeloù a ver, daeloù c'hwerv :
Neb a zo ennañ zo marv

Zo marv, zo marv pell zo,
Hag i luskell, o kanañ 'to,

Hag i luskell, luskell atav,
Kollet ar skiant-vat ganto.

Ar skiant-vat o deus kollet ;
Kollet o deus joaioù ar bed.

N'eus er bed evit ar Breton
Nemet nec'h ha poanioù kalon ;

Nemet nec'h ha poanioù spered
Pa soñj d'an amzer dremenet.

EIL MELINER

En amzer gozh, na welec'h ket,
O vale dre-mañ laboused

Kozh-laboused c'hlas ar gwirioù
Sonn o fenn ha bras o c'henou.

Ne oa er vro gwirioù nikun,
Na war hoalen, na war vutun.

Butun hag hoalen a goust ker,
Na gouste, gwechall, an hanter.

Gwechall na welec'h d'an dachenn
O redek ar valtouterien

O redek, evel ar c'helien,
Ouzh c'hwezh ar chistr d'ar varrikenn.

Gwir a zo war bep barrikenn,
Met war hini ar sonerien.

KENTAÑ PILHAOUER.

Na gasec'h ket, amzer gwechall,
Hon tud yaouank d'ar broioù all,

D'ar broioù all, - ho ! - da vervel,
Pell, siwazh ! eus a Vreizh-Izel !

KENTAÑ LABOURER.

E Breizh-Izel er manerioù
Oa tud vat o tifenn ar vro;

Bremañ, penn-an-daol, e weler,
Neb a vire saout ar maner,

Er maner, pa oa un den paour,
N'hel loskec'h ket pell toull an nor ;

An itron vat, o vont d'an arc'h,
Diskarge bleud kerc'h leizh e sac'h ;

Boued a roe d'an neb en doa naon,
Ha louzoù d'an neb a oa klañv.

Boued na louzoù mui na roer,
Re baour a dec'h ouzh ar maner ;

Penn-izel, a dec'h an dud paour,
Gant aon ar c'hi e toull an nor,

Gant aon ar c'hi p'ini a lamm
Gant ar c'houer ha gant e vamm.

EIL LABOURER.

Ar bloaz oe ma mamm intañvez,
Oe d'am mamm ur gwall vloavezh.

Be'z he doa nav a vugale,
Ha n'he doa bara da reiñ d'he.

An neb en deus, hennezh a rei,
Mont a ran d'e gavout, eme'i ;

Da gavout an den divroet :
Doue r'hen dalc'ho e yec'hed !

- Yec'hed deoc'h, aotrou an ti-mañ,
Deut on amañ da c'hout un dra ;

Da c'hout hag-eñ deoc'h a blijfe
Reiñ un tamm boued d'am bugale ;

Boued d'am nav a vugaligoù
N'eus-int bet, tri deiz zo, aotrou.-

An divroad a respontas
D'am mamm baour kent ha m'he c'hlevas :

- Kerzh alese, deus treuz va zi,
Pe me laosko warnout va c'hi.-

Gant aon ar c'hi, kuit a eas,
O c'houelañ a-hed an hent bras.

An intañvez baour a ouele :
- Petra roin-me d'am bugale ?

D'am bugale petra roin-me
Pa larint : «mamm, naon am eus-me !»

Na wele ket he hent ervat,
Gant an daeloù en he lagad.

En hanter-hent pa oe digouet,
An aotrou kont he deus kavet ;

Aotrou kont maner Pratuloc'h,
O vont da heizal da Goatloc'h ;

O vont da Goatloc'h da heizal,
Hag hen pignet war e varc'h geal.

- Va c'hregig vat, din leveret,
Perak 'ta, perak a ouelet ?

- Gouelañ ran war ma bugale,
N'am eus ket bara da roiñ d'he.-

- Va c'hregig, n'eo ket ret gouelañ -
Dalit argant - it da brenañ.-

Bennozh Doue d'an aotrou kont !
Seurt-se a zo tud, me respont !

Pa vo ret din mont d'ar marv,
Me yei evitañ, pa garo.

TREDE LABOURER.

Seurt-se zo tud a galon vat,
Pere a glev ouzh a peb stad ;

Pere a glev ouzh a bep stad ;
Pere d'an holl dud a zo mat.

PEVARE LABOURER.

Zo mat d'al labourerien gaezh,
Ha n'o lakafe ket er-maez ;

Er-maez 'vel ar vistri nevez,
Gant c'hoant da greskiñ o leve ;

O leve ; hep soñjal neb ra,
Er bed all, sur, e nebeuta.

PEMPVET LABOURER.

N'eo ket seurt-se lak da werzhañ
Gwele ur merour gant e dra.

EIL PILHAOUER.

N'eo ket seurt-se a lak paeañ
Daou skoed d'ur c'hreg o klask bara

Daou skoed evit pezh a beuras
He buoc'h lec'h eas a-holl-viskoazh.

TREDE PILHAOUER.

N'eo ket seurt-se 'zifenn sersal ;
Pa eont d'ar c'hoad, i c'halv re all.

C'HWEC'HVET LABOURER.

N'eo ket seurt-se nac'hfe un dle ;
Ur skrid, avat, a dalv o le.

N'int-o ket klañv gant al lorgnez -
Nemet an dudjentil nevez.

SEIZHVET LABOURER.

An dudjentil nevez zo kriz ;
Gwell a oa re gozh da vistri.

Re gozh, evito da vout taer,
A gar, a galon, ar c'houer.

Hogen re gozh, siwazh d'ar bed !
N'int ket mui ker stank ha ma int bet.

Stankoc'h e gaver debrerien
Evit an dud mat d'ar beorien.

TREDE PILHAOUER.

Ar beorien a vo paour atav,
Ha re ker atav o debro.

KENTAÑ MELINER.

Atav ! koulskoude oe laret.
«Fallañ douar ar gwellañ ed

Ar gwellañ ed, pa deuy en-dro
Ar roueoù gozh, da renañ 'r vro. »

Ar roueoù gozh zo distroet,
An amzer gozh n'en deus ket graet.

An amzer gozh na deuy ket mui ;
Trubardet omp, siwazh deomp-ni !

Siwazh deomp ! trubardet omp bet !
En douar fall, 'mañ fall an ed.

Gwazh-oc'h-gwazh, kriz-oc'h-kriz ar bed
Diskiant eo neb n'her gwel ket.

Diskiant neb eas da grediñ
E teuy da c'houlmed ar brini

Da grediñ e vleunio biken
Lilioù war gwrizioù raden

Neb a eas da grediñ a gouezh
An aour melen deus beg ar gwez.

Deus beg ar gwez na gouezh netra,
Nemet an delioù sec'h na ra ;

Nemet an delioù sec'h na gouezh,
Da ober lec'h d'ar re nevez.

Nemet an delioù melen aour,
Da ober gwele d'an dud paour.

En em gonfortet, peorien geizh,
Gweleoù pluñv ho po un deiz ;

C'hwi po, e-lec'h gwele gwial,
Gwele olifant er bed-all.

EIL MELINER.

Savet eo bet ar gentel-mañ
Da c'houel Maria, goude koan -,

Savet eo bet gant daouzek den,
En ur zañsal war an dachenn:

Tri glask pilhoù, seizh had segal,
E valañ flour a ra 'n daou all.

- Ha setu graet, setu graet, gwitibunan ;
Ha setu graet, setu graet ar c'han -


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)