Son Alma Ata
Denez Prigent
paroles Denez Prigent Son Alma Ata

Denez Prigent - Son Alma Ata Lyrics

Resevet 'm oa ul lizher, ya 'miz paseet 'zo dija
A ginnige din-me kanañ e ker Alma Ata.

Pelec'h 'oa ar barrez-se, n'am boa tamm mennozh ebet
Ha me da sell't ouzh ur gartenn evit bezañ skleraet

Furchet 'm eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout
Furchet 'm eus e Breizh-Uhel, hag adarre 'chomet boud

Alma Ata ebet c'hoazh en tu all d'ar frontier
Pellgomz 'ran diouzhtu d'an ti-ker 'doa kaset din al lizher

Bonjour deoc'h, Sekretourez, bonjour deoc'h a laran
Kontant da vont lec'h peus laret, met n'ouzon ket p'lec'h
emañ

Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C'hall ivez
Sur a walc'h 'm eus komprenet fall, ar pezh p'oa skrivet din
me

Alma Ata, 'meus skrivet deoc'h, sellit war ur voul bremañ
Abalamour 'mañ ar ger-se, en URSS, e Kazakstan


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)